Trugarez evit an abadenn-se. Dedennus e oa da welet. koumanantiñ a raen din war hoc'h chadenn.
@brezhonegglez Жыл бұрын
Trugarez deoc'h evit ho koumanant hag ho kalonekadurioù !
@LaurenceGarcia-q4d Жыл бұрын
Met n'eo ket aes tamm erbet kavout tud a gaoz brezhoneg...
@brezhonegglez Жыл бұрын
Re wir eo siwazh ! Mar emaoc'h o chom en ur gêr vras, klaskit mont e darempred gant kevarzheoù, kevredigezhioù ha kleuboù. E pep kêr vras ez eus anezho ! War ar maez e c'hell bezañ diaesoc'h, hervez an takad m'emaoc'h (aesoc'h e ve Treger ha Kreiz Breizh...). Deuit e darempred dre Instagram m'emañ ganeoc'h !
@gerald-dw7vp Жыл бұрын
Geo, àr ar maezoù ba Breizh Izel eh vez kavet c'hoazh tud aezik er-walc'h... Pas ba pep parrez mè bar lodenn vrasañ anezhe ur sort.
@ayangdidi5524 Жыл бұрын
Para sinifi " glez" ? 😮
@brezhonegglez Жыл бұрын
Penn kil ha troad ! devri.bzh/dictionnaire/g/glez/
@LaurenceGarcia-q4d Жыл бұрын
Leviañ a zo "gouverner". Neuze, "erlev", un gouvernement ?
@brezhonegglez Жыл бұрын
N'eo ket ! Ar rakger "er-" a dalvez "war du", "etrezek". Neuze "erlev" = "consigne" 🙂
@gerald-dw7vp Жыл бұрын
Gouverner = bout ba penn ur vro. Gouvernement = gouarnamant. 'Vez ket afer da sevel kaojoù drol pa vez impliet re 'rall deja get rac'h an dud... Ma ne blija ket deoc'h pezh a vez impliet deja get ar vrezhonegerion, 'peus ket 'maet deskiñ ur yezh arall 🙂
@brezhonegglez Жыл бұрын
@@gerald-dw7vp Azonus eo hoc'h emzalc'h eus ul lodenn a 'r vrezhonegerion : dichek, konnaret, feuls gant ar re a fell dezho deskiñ pe degas traoù e brezhoneg. Krediñ a rit e rank pep hini ober eveldoc'h, hag emañ gwir ganeoc'h tagañ kement hini na ray ket. Deoc'h da c'houzout : ne vo ket gouzañvet tagadennoù digant hini ebet. Ma ne sioulait ket, e vo diverket kement askelenn skrivet ganeoc'h. Ne vo ket roet un eil chañs deoc'h.
@gerald-dw7vp Жыл бұрын
@@brezhonegglez A betra eh oc'h é kaojal ?
@brezhonegglez Жыл бұрын
@@gerald-dw7vp "Ma ne blija ket deoc'h pezh a vez impliet deja get ar vrezhonegerion, 'peus ket 'maet deskiñ ur yezh arall" n'eo ket un doare da gomz, (1) ouzh ar re o sevel goulennoù, (2) ouzh tud a ginnig traoù n'emaoc'h ket a-du ganto. Evel ma 'm eus lavaret deoc'h, ez on me brezhoneger a-vihanik. Va fal n'eo ket komz gant tud kozh a-hed an deiz, met gant va familh, va mignoned, ha va c'henlabourerion. Laouen omp o lenn hoc'h ali, na pegen disheñvel e ve diouzh hon hini, met ur redi eo chom seven ha digor d'ar mennozioù all. "Leviañ" zo ur ger kozh e brezhoneg, arveret abaoe ar Catholicon. Daoust ma ran gant "gouarnamant" e ran ivez gant "levierezh", "leviadur", h.a. Ken sklaer all eo an daou. En hevelep doare, "gouarn" ha "leviañ", o daou a c'hell talvezout "gouverner". N'eus kudenn ebet gant "bout e (pe "ba") penn ar vro", met efedusoc'h e c'hell bezañ kavet mar bezer o komz eus un danvez resis. Neuze, digarezit me, met afer zo da sevel ha da implijout nevezc'herioù evidomp, ha pal hon video eo o lakaat da vezañ anavezet. Mard oc'h deuriet (pe intereset !), ez omp laouen oc'h eskemm ganeoc'h, met n'eo ket gwall spletus ma n'eo nemet evit lavarout an eil ouzh egile n'eo ket mat e vennozioù.
@gerald-dw7vp Жыл бұрын
N'eo ket fall ar gerioù-se ma 'faota ket doc'h bout komprenet get 99,9999% ag ar vrezhonegerion ! Un tammig èl lañgaj ar gemenerion, kwa ! Eit lâret ar mem traoù ha bout komprenet get an dud, e vo kavet ar gerioù kumun ba geriadurioù Favereau (an hani brasañ a vez kavet ba stumm PDFoù àr internet). Pe goulennet get ar vrezhonegerion a-vihan penaos e lârehent... "Haelgevarc'h" a lâret-c'hwi ? Moarhat ema re c'hallek ar ger "kenavo", afer 'oe da sevel ur ger 'rall... :-D
@brezhonegglez Жыл бұрын
Titl ar video zo ennañ ar ger "deskiñ" : ar pal eo gouzout penaos e c'hell ar vrezhonegerion deskiñ gerioù nevez. A-du on ganeoc'h pa lavarit e c'haller mont da gerc'hat er geriadurioù, pezh a ran me. Estreget hini Favereau zo : hini Martial Ménard, klok kenan, re Frañsez Vallée ha Roparz Hemon, hag evel just geriadurioù arbennikaet Preder. Brezhonegerion a-vihanik ? A-du ganeoc'h ivez, met me, da skouer, zo brezhoneger a-vihanik, ha n'emañ ket ganin an holl respontoù... Ha kalz "avihanion" n'int ket mennet da gomz brezhoneg gant ar re yaouank ! Komprenet ho po, evel reizh, eo ur bomm fent ober gant "haelgevarc'h" ; na vezit ket chalet, "kenavo" a anavezan ivez, hag a arveran bemdez 😇
@gerald-dw7vp Жыл бұрын
@@brezhonegglez "Ha kalz "avihanion" n'int ket mennet da gomz brezhoneg gant ar re yaouank !" An dra-se a arriva pa n'ho komprenant ket tamm 'bet. N'eo ket arriv geniñ-me james, newazh eh on bet é kaojal doc'h tud añsion un tammig partout ba Bro Gwened ha tro-distro hag un tammig ba Bro-Leon ive. Ma lâret kevarc'h dezhe, ha traoù 'rall tapet ba leverioù Preder, c'hwi 'ella bout zur eh vêc'h kaset da vale gete 'hat ! Mè ma gaojet apeuprè èlte (pe ba ur breton komprenabl atav), dam, hè 'rey kafe ha katev doc'h... ha mem lagout ! (ret a vez diñ lâret "pas" neuzen 😀na posibl 'vez ket kalz a dokoù-brizh ba hon kornad 😛 )
@brezhonegglez Жыл бұрын
@@gerald-dw7vp Ma, hervez an dud eo. Me a gomz brezhoneg gant tud a oad ganin kentoc'h eget gant tud kozh. Da 'm meno n'eo ket gwazh... na gwell. Lod brasañ an dud a gomzan ganto reoliek a gompren "kevarc'h" ha nevezc'herioù all, ha pa na anavezont ket ur ger nevez... en en deskont. N'eus ket un doare unel da gomz brezhoneg. Pep hini a c'hell ober e zibab, ha komz gant ar re a gar. N'eo ket peogwir ne gomzer ket gant tud kozh e komzer ur brezhoneg fall pe digomprenadus.
@gerald-dw7vp Жыл бұрын
@@brezhonegglez Me 'gava-me gwell kaojal get tud kozh a-gaost eh ouiant bochad muihoc'h a draoù eidiñ. Get ar re ha ne gaojant ket a-vihan, ne zeskañ ket netra, liesañ (tout pezh 'ouiant a vez kavet bar leverioù), 'maet ha hè'dehe bet desket get tud kozh, just er-walc'h ! Mè n'eus ket kalz. Pa gavañ lod e tant da vout kamaradoù diñ. Mes simploc'h a vez mont da welet ar re gozh kar dijaploc'h a vent.
@corentinguezenoc5730 Жыл бұрын
- Kevredadouriezh a vije "fédéralisme" ? - Kantreizhañ = un dra wel "peaufiner" matreze ?
@corentinguezenoc5730 Жыл бұрын
Ha brav eo deuet dit ar video ;)
@brezhonegglez Жыл бұрын
N'emaout ket pell ! -Kevredadouriezh = sociologie (fédéralisme zo kevreadelouriezh). Soutil eo an diforc'h etre kevreDAD (compagnie, firme, société) ha kevreAD (fédération) -Kantreizhañ = justifier ! Trugarez evit da galonekadurioù ^^
@ayangdidi5524 Жыл бұрын
@@brezhonegglezperag pas "kevreadelezh" hag a zo aesoc" h da lar ?
@brezhonegglez Жыл бұрын
@@ayangdidi5524 Deveret eo "kevreadelezh" eus "kevreadel" (a denn d'ar c'hevread). Disheñvel eo ar ster enta : ar gevreadelezh eo perzh an den (pe an dra) kevreadel. Klotañ a ra ivez gant ar galleg "fédéralisme", met gant un arster : - kevreadelouriezh = doazhadur, c'hoant politikel da vezañ kevreadel - kevreadelezh = devoud, ar bezañ kevreadel Evit reiñ ur skouer ez eus kevreadelouriezh e Breizh, met nebeut a gevreadelezh. Er c'hontrol ez eus kevreadelezh e Belgia pe en SUA 🙂