Ma gelenner n'oa laraet din e oa ar "c'h" dousoc'h hag ar jota koulskoude e glevan alies tud oc'h ober "jjjjjj"
@brezhonegglez5 ай бұрын
Se zo a-hervez e gwirionez ! Da skouer, e brezhoneg an Aven (Bro Gemperle) ez eus eus an daou son, [x] ha [ɣ], e Bro Ereg (Gwened) e kaver dreist holl [ɣ]. Er yezh unvan eo mat mirout an daou son hag o dasparzhañ hervez ar c'hemperzh soniadel. Geriadur an Here a ro kinnigoù kantrat er c'heñver-se !
@S_Nuncius5 ай бұрын
'Heuuu' a zo unan bihan ivez hag en deus ur pouez ur seurt : ma rahemp get 'maaa' e vehemp sikouret mat ivez 'a gav din..
@brezhonegglez5 ай бұрын
Sklaer evel lagad an naer ! An "heu" zo diaes tremen hebiou dezhañ, dre m'eo dreist holl un damoug (pe un tik). A-du on ganeoc'h avat, "maaa" a ve gwell, ha zoken "eeee", "hama"...
@erwann50905 ай бұрын
Hag e pelec'h e vez "hiziv" distaget gant ur "z" ha pas gant ur "r"? Evit ar wech kentañ 'meus klevet an dra-se (met n'em eus ket klevet kalz a vrezhoneg c'hac'ha) :o
@jean-baptistebriffaut19295 ай бұрын
Hervez an ALBB e veze distaget ar "z" e reter ar C'Hreiz-Breizh hag e hanternoz Bro-Wened : sbahuaud.free.fr/ALBB/Kartenn-326.jpg
@brezhonegglez5 ай бұрын
@@jean-baptistebriffaut1929 Pezh edon e soñj diskrivañ, trugarez deoc'h 🙂 En orin e tlee an distagadur "hiðiw" bezañ ar muianiver e Breizh, evel m'en diskouez ar c'hembraeg "heddiw", a-zave dezhañ. Ar rotakegezh (z > r) zo un devoud yezhoniel boas er yezhoù, a gaver en emdroadur ar yezhoù germanek da skouer. Reveziadennoù war bordoù ar brezhonegva (kreiz Breizh, arvor Gwened) a ziskouez eo aet war gil ar stumm c'herdarzhel abaoe dibenn ar Grennamzer. Chom a ra anezhañ an distagadur unvan avat !
@fulubkoed-loch96425 ай бұрын
Evit an L glebiet ez eus bet kavet un diskoulm er skrivadur, met evit kensonennoù glebiet all, n'eus netra, d.s. : - Ennañ e fiz an dud. - C'hwi eo a 'm divec'h. - - Gant ar glac'har e tizer va daoulagad h.a... Ret eo glebiañ ar Z, ar C'H hag an R na pa n'eus arouez ebet war o lerc'h 🙂. A-wezhioù koulskoude e weler un I da heul, pezh n'eo ket gwell...
@brezhonegglez5 ай бұрын
Deurusat evezhiadenn, ne ouien ket se ! Ha skouerioù komzet a ve ganit, marteze e rezh lerc'hwezadoù ?
@fulubkoed-loch96425 ай бұрын
Dont a ra ar skouerioù am eus roet uheloc'h eus al lidvezhioù. Neuze e vezont distaget plaen pe war gan, met siwazh ne 'm eus lerc'hwezad ebet da ginnig dit. Da glokaat : An N glebiet a vez skrivet GN, anat dit 🙂 >> ur stign, Spagn... ha 'berniañ' => me a vergn h.a... Neuze ez eus bet ijinet daou ziskoulm disheñvel e brezhoneg, evit L ha N ; met moarvat n'ouzon ket pep tra.... Dit-te da zerc'hel d'hor c'helenn ervat !
@fulubkoed-loch96425 ай бұрын
Digarez, Mac'hloù, me eo c'hoazh... Evit a sell an R glebiet emaon o paouez lenn un diskoulm bet arveret gant Maodez Glanndour ; «An neb a ziskleir...», met war a hañval n'eo et bet heuliet pa seller d.s. ouzh an evezhiadenn evit 'disklêriañ' e Geriadur Brezhoneg An Here.
@brezhonegglez5 ай бұрын
@@fulubkoed-loch9642 Trugarez dit evit ar spisadenn deurus-se ! Ne 'm boa biskoazh klevet komz eus an arliv-mañ ! Dav e vo din donaat ar c'hraf... Mar deu dindan da sell anadennoù all e giz-se, e vin laouen o lenn da zisplegadennoù 🙂